Agenda

5 devezh staj war ar c’hoariva deskadurezh e Montroulez gant Bernard Grosjean

Du 20 octobre à 09h30 au 24 octobre à 16h30 | Montroulez

Digor eo ar staj-se d’ar skolaerezed ha d’ar skolaerien, d’ar c’helennerezed ha d’ar gelennerien, d’ar buhezourezed ha d’ar vuhezourien, d’ar stummerezed ha d’ar stummerien, d’ar c’homedianezed ha d’ar gomedianed kement ha d’an dud a fell dezho kregiñ pe mont pelloc’h gant ar buheziñ raktresoù c’hoariva.

Pal ar staj vezo treuzkas d’ar stajidi merkoù-henchañ sklaer hag ar pennaennoù evit ren strolladoù tud ha kas da benn raktresoù dezho bezañ lusket a-stroll gant c’hoarierezed ha c’hoarierien en o bleud, emren, par-ouzh-par hag oberiant p’o defe dibabet bezañ perzh pe get.

Rannet e vezo ar merkoù-henchañ-se en un doare fetis oc’h amprouiñ anezho ent- pleustrek e-doug ur raktres hag a vezo savet asambles. An holl stajidi a c’hoario.

Sevel ar raktres-se a roio an dro da brederiañ diwar-benn an argerzh anezhañ ha da gas, e dibenn an hentad labour, elfennoù respont da raktresoù da zont ar stajidi.

POUEZUS : N’ez eus ket ezhomm ober c’hoariva pe bezañ bet graet c’hoariva evit kemer perzh. Pal ar jeu n’eo ket tamm ebet « labourat war an dud » pe distabilaat anezho. Pal ar jeu eo reiñ c’hoant dezho kinnig ha buheziñ raktresoù c’hoariva en un aergelc’h labour madelezhus ma vezo pep hini en e / hec’h aes. Ar merkoù-henchañ hag ar pennaennoù mont en-dro a dalvez evit an holl n’eus forzh pe oad e vefent.

Trugarez deoc’h da zegas un nebeut lien, pezhioù-dilhad hag a servijo da wiskamantoù-leurenn, tokoù, bitrakoù, evit boueta ar c’hoari.

Gerioù-alc’hwez : Yezh ar c’hoariva / Krouiñ / C’Hoari dramaek / Sekred / Ar viz (poent difiñv) / C’Hoariva-skeudennoù / Krennskridoù / Sekañsiñ / Kanavaz / Amprouennoù c’hoari / C’Hoari mestroniet / Eilgeriadennoù / Distagañ / Deskadurezh oberiant / Kultur / ha kement zo.

Bernard Grosjean
Troidigezh : Yann-Edern Jourdan

* Bernard Grosjean
Assistant d’Augusto Boal de 1980 à 1987 au sein du Théâtre de l’Opprimé à Paris.
Directeur de la compagnie Entrées de jeu (Paris) : théâtre d’intervention et débat théâtral.
Enseignant à l’Institut d’Études théâtrales de Paris en tant que professionnel associé dans le cadre de la licence professionnelle d’encadrement d’atelier et formateur à la pédagogie des activités dramatiques dans différentes académies et écoles de théâtre.
Auteur de Dramaturgies de l’atelier théâtre (Lansman, 2009), et co-auteur avec Chantal DULIBINE de Coups de théâtre en classe entière (réédition Lansman , 2018) et Dramaturgies de l’atelier théâtre 2 : Aux bonheurs des petites formes (Lansman 2018).

Informations
AssociationMAT AR JEU
Personne contactAozet gant Madarjeu Teatr madarjeu.bzh@gmail.com